Heuliit ac'hanomp war Facebook


Demat deoc'h ha degemeret mat war al lec'hienn nevez savet !

A-raok kregiñ da lakaat ur sell war al lec'hienn, ezhomm 'zo da resisaat un draig ... Golo eo al lec'hienn evit ar boent, ezhomm 'zo o sikour evit leugniañ anezhañ. Neuze, m'ho peus traoù da ginnig (c'hoarioù, kanaouennoù, pennadoù ...), deuit e darampred ouzhomp (dre mail, pe Facebook).

Perak ? En abeg al lec'hienn-se n'eo ket omp lec'hienn, met HO lec'hienn !
Trugarez deoc'h ;)

Ur bern traoù e vez kinniget deoc'h war al lec'hienn nevez savet-se !
Traoù war an titouriñ e-keñver bed ar buheziñ, met ivez teuliadoù ha fichennoù bizskrivet e brezhoneg evit displegiñ c'hoarioù hag oberiantizoù da lakaat e pleustr en ur greizenn dudi pe ur chomadenn/c'hamp. Kanaouennoù e vez kinniget deoc'h ivez.

Evit ho kelaouiñ, ar pezh e vez kinniget deoc'h a zo nemet kinnigoù. M'ho peus c'hoarioù pe kanaouennoù hag a vefe plijus da ouzhpenn, deuit e darampred ouzhomp a-benn ma vefe lakaet an traoù kinniget ganeoc'h war al lec'hienn. Ouzhpenn d'an dra-se, ma eo bet graet fazioù (skrivañ, e-keñver an testennoù ofisiel, ar reolennadur), trugarez vras deoc'h evit hon kelaouiñ a-benn ma vefe reizhet.


Trugarez deoc'h evit dont da welladenniñ ha da weladenniñ al lec'hienn !

Skipailh "Lec'hienn ar buheziñ"